Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Cheñchomp!
10 mai 2011

Sonerezh : Gogol Bordello

Welcome back !

Goude ar pennad diwar- benn an tri albom funk « da selaou a-raok da vezañ marv », me zo o vont hiziv da bresantañ deoc’h ur strollad ar wech-mañ

 

 

Gogol_CDSetu Gogol Bordello, orin ha leun a startijenn, a vesk sonerezh eus termaji, dub ha punk-rock. Ur meskaj tarzhus da welet war al leurenn kousto pe gousto. An anv a oa bet savet  diwar Gogol, anv eus Nikolai Vasilievich Gogol, skivagner pouezus-tre e Bro-Rusia ha Bro-Ukraina eus un tu ha Bordello eus un tu all, Ti ar gisti eus ar ger italianek.

An anv kentañ a oa Hütz and the Bela Bartoks met cheñchet e oa bet  peogwir « den ebet ne anaveze piv an diaoul a oa Bela Bartoks e Stadoù-Unanet ». (Bela Bartok a oa soner piano ha sonaozour eus Bro Ukraina). Ur strollad eus New-York evel-just. Koulskoude an hini kentañ e penn ar strollad zo Eugen Hütz ganet  e Bro-Ukraina ( gitarour ha kaner). Goude-se e vez kavet tud eus broioù all, Yuri Lemeshev  eus  Bro-Rusia (ouzh an akordeoñs), Sergey Ryabtsev (gant ar violoñs), Oren Kaplan eus Bro-Israel (gant ar gitar), T. Gobena eus Bro-Etiopia (gant ar gitar bout), Pedro Erazo eus Bro-Ekuador (Mc ha taboulinoù), Oliver Charles eus ar Stadoù-Unanet (tabouliner) hag ar merc’hed Pamela Racine hag Elisabeth Sun eus ar Stadoù-Unanet ( taboulinoù ha moezhoù).

Setu ur strollad a bep seurt bro ‘ n eus graet pemp pladenn abaoe 1999 met dreist-holl ur bern sonadegoù e kalz broioù. Chañs ‘moa bet da welet ha selaou ( evel-just !) anezho  e daou vil nav e Bro-Bologn ha me lâr deoc’h e oa diroll, meur a startijenn met sonerel ivez ! Dañset 'moa kalz e-pad div eur hanter dizehan ! Hervez Eugene, Gogol bordello a glask e levezonoù e strolladoù evel ar paotr brudet Jimi Hendrix, re foll Parliament-Funkadelic, Fugazi, Mano Negra, The Clash met ivez strolladoù punk dianavezet eus Bro-Ukraina. An Albom diwezhañ zo Transcontinental Hustle produet gant Rick Rubins ( Produour eus Red Hot Chili Peppers, RUN DMC, Beastie Boys, Metallica, …).

N’ eus ket pell zo Eugene a oa erruet e Sao-Paulo hag ar sevenadur sonerel eus Brazil a c’hellfe levezoniñ anezhañ evit an albom-se. Emichañs ar strollad-se a viro e du orin ha foll  ha n’en em werzho ket. Bremañ eo ret deoc’ h selaou an albomoù ha choaz ar pezh a blijo deoc’h. Bez ez eus kanaouennoù e Rusianeg, saozneg ha spagnoleg, kanaouennoù savet e doareoù disheñvel. Plijadur d'ho tivskouarn! 

Pancho

 

Gogol Bordello est un groupe de musique fondé à New-York par Eugene Hütz. Original et énergique ce groupe est réputé pour ses prestations scéniques. Gogol Bordello distille une musique influencé par le punk-rock, le dub et la musique Tzigane traditionnelle des Balkans et de l’Europe de l’est. Les membres sont d’origines diverses à l’image de la musique métissé qu’ils ont créé depuis 1999. Leur cinquième album, Transcontinental Hustle  (produit par Rick Rubins, Metallica, Red Hot Chili Peppers, RUN DMC,…) est sorti en 2010.

A vous de découvrir ce groupe est d’y piocher ce qui vous fera vibrer, danser ou crier ! Bonne écoute !

Pancho

Publicité
Publicité
Commentaires
Cheñchomp!
Publicité
Newsletter
Archives
Publicité