Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Cheñchomp!
25 mai 2011

Atersadenn Yann Bijer - interview de Yann Bijer

Yann_bijerPiv oc'h c'hwi?

Yann Bijer on! Ganet e Lechiagat e bro vigoudenn e bloavezh 1940 e penn kentañ ar brezhel.Bremañ on war ma leve goude vez labouret, evit ar re all, ma buhez-pad


Pelec'h 'peus labouret?

Labouret 'm eus e-pad 40 vloaz e-barzh asurañsou

 

Petra a rit bremañ?

War ma leve on, skriv a ran e brezhoneg, hag an dra a blij din. Pa oan war ma micher 'moa ket amzer da skrivañ kement-se. Aboae 10 vloaz zo meus amzer da skrivañ.


Skrivet 'peus "Petrol an Diaoul", ho levr kentañ, ha levrioù goude. Ul levr all a vo bet skrivet gaeoc'h a-raok pell?

Ul levr all a zo echu, n'oe ket bet embannet c'hoazh. Embannet eo war dro mareioù pask a zeu (enrollet e miz meurzh...). Ur romant istorel eo. "Torr e Benn" eo e anv, peogwir koaz a zo e-barzh ar romant-se deus emsavadeg ar Bonedoù ruz, gwall anavezet e breizh, hag er vro vigoudenn ivez. Peogwir d'ar mare-se, dindan Loes 14 e bloavez 1675 e oa bet revolutionoù partout e Breizh peogwir e oa bet kresket an tailhoù war choug an dud, ar paisanted hag all, ha ne oant ket evit paeañ tout. E roazhon, e Karaez gant ar Balp (Bastian ar Balp), e Brieg, Kastellin, Pondi hag e Pont 'n Abbat. Kemeret e oa bet kastell ar pont gant ar bonedoù ruz. Tro dro da Chapel an Treminou, d'an 2 a viz Gouere 1675 e oa bet embannet le code paysan, ar c'hod kouer.

 

skriv a rit a galleg ivez?

Nemet barzhonegoù. Barzhonegou e brezhoneg a skrivan ivez. Bremañ on troet kentoc'h war ar romantoù

 

petra eo ho krennlavar muiañ karet?

a-raok atav!

 

Qui etes-vous?

Je suis Yann Bijer! Né à Lechiagat dans le pays bigouden en 1940, au début de la guerre. Je suis maintenant en retraite après avoir travaillé toute ma vie


Où avez-vous travaillé?

Dans les assurances, pendant 40 ans

 

Que faites-vous à présent?

Je suis donc à la retraite, et j'écris en breton, et ça me plait. Quand je travaillais je n'avais pas vraiment le temps d'écrire. Ca fait 10 ans que je peux prendre le temps d'écrire.


Vous avez écrit "Petrol an Diaoul", votre premier livre, et bien d'autres après. Est-ce qu'un nouveau livre sortira bientôt?

Je viens de terminer un nouveau livre, mais il n'est pas encore paru. Il devrait sortir vers pâques (enregistré en mars). C'est un roman historique. Il s'appelle "Torr e Benn" parce qu'il parle de la révolte des bonnets rouges ou du papier timbré, bien connue en Bretagne et dans le Pays Bigouden particulièrement. Parce qu'à cette époque-là, sous louis 14 en 1675 il y a eu des révolutions partout en Bretagne : les impôts augmentaient constamment aux dépends des paysants etc et ils ne pouvaient pas payer. A Rennes, à Caraix avec le Balp (Sébastien le Balp), à Briec, Chateaulin, Pontivy et Pont-l'abbé. Le chateau du Pont avait été pris par les bonnets rouges. Du côté de la Chapelle de Tréminou, le 2 juillet 1675, a été rédigé le code paysan.

 

Ecrivez-vous en français aussi?

Seulement des poêmes. J'en écris aussi en breton, mais pour l'instant je suis plus tourné vers les romans.

 

Quel est votre proverbe préféré?

en avant toujours!

Publicité
Publicité
Commentaires
Cheñchomp!
Publicité
Newsletter
Archives
Publicité